Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/258

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
246
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

hag a hillig ho c’haloun, tud diskiant ma’z int ! Hevel eo oc’h ann euruzded a zeu a-wechou d’ar re ne garont memet traou ann env, d’ar re a zo glann ho c’haloun, hag a dro ho ene etreze Doue, enn envou.

Dizoan ann dud ne dalvez netra ha ne bad ket pell. Ar gwir frealzidigez a zo ann hini a zo digaset er galoun gant ar wirionez. Ann den a wir feiz a zo e pep leac’h Jezuz enn he gerc’hen ; dizoania a ra anezhan, ha neuze ann den a wir feiz a lavar d’he Zalver :

Plijet gan-e-hoc’h, o va Jezuz, rei d’in skoaz e pep leac’h hag e peb amzer. Ra vezo frealzidigez va ene dioueret a galoun vad pep frealzidigez a berz ann dud. Ha mar diouerann ho frealzidigez-hu, Aotrou Doue, ra vezo va dizoan vrasa sonjal ez eo bet ann dra-ze gourc’hemennet gan-e-hoc’h, hag ez eo e gwirionez ar boan a zo dleet d’in evit va fec’hejou ; rak ne vezo ket drouk enn-hoc’h atao, hag ho kourdrouzou ne badint ket bepred.