Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/259

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
247
III LEVR. — XVI KENTEL.



EVIT HOR C’HELENN.


Pep den a glemm, eme ann Abostol sant Paol, hag a oad da oad ann dud holl a lavar evel-d-han. Petra glaskit-hu eta e-touez ann dud ? Petra c’houlennit-hu out-ho ? Petra a oufent-hi da rei d’e-hoc’h ? Strafilet eo ho c’haloun bepred, gwall enkrezet int a bep tu ; evel-d-hoc’h e klaskont ar peoc’h ha, kaer ho deuz, n’her c’havont ket. Penaoz ec’h oufe ann enkrez hag ann drouk-ioulou digas ar peoc’h d’hoc’h ene ? N’en em faziit ket pelloc’h, ha paouezit da lavaret d’ann drouk-ioulou : Roit d’in ar peoc’h. Ar peoc’h a zo e Doue, e Doue hep-ken ; enn-han hep-ken eo ema pep levenez ha pep frealzidigez.

Troit eta hoc’h ene war-zu ann Aotrou Doue ha dilezit ann holl draou all ; neuze e viot war hent ar gwir euruzded. N’euz netra, kredit se, netra a gemend a ve par da euruzded ann hini a zispriz ar skianchou a-ziaveaz hag a zo distag dioc’h plijaduresiou ar c’hik, dioc’h ar bed ha dioc’h ann oll draou krouet, nemet evit ar pez a zo red hep-ken. N’euz netra kouls hag euruzded ann hini a dro he ene war-zu Doue hep-ken hag etrezek enn-han he-unan, hag a oar en em zevel dreist kement tra zo er bed. N’euz netra hevel oc’h euruzded ann hini ne vev nemet dre sklerijen Doue, hâg a vir atao anezhi