Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/261

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
249
III LEVR. — XVII KENTEL.

livirit a zo gwir, Aotrou Doue. C’houi a ra d’in muioc’h a vad eget na oufenn ober me va-unan, rak ann hini ne zigor ket he galoun d’e-hoc’h pa vez enn enkrez, hen-nez a zo e-tal da goueza.

Aotrou Doue, gant ma vezo eeun ar pez a fell d’in, gant ma vezinn starteet enn-hoc’h, grit ac’hanoun ar pez a blijo gan-e hoc’h, rak kement a reot em c’henver ne hell beza nemet mad. Mar fell d’e-hoc’h e venn enn devalijen, ra viot meulet ; mar fell d’e-hoc’h e venn er sklerijen, ra viot binniget c’hoaz ; mar plij gan-e-hoc’h rei frealz d’in, ra viot binniget ; ha mar fell d’e-hoc’h e venn enkrezet, ra viot meulet evelato ha da viken.

3. — Jezuz-Krist. — Va map, setu penaoz e ve red e vec’h, roar fell d’e-hoc’h kerzet gan-en. Eunn hevel dra e tle beza evid-hoc’h gouzanv poaniou pe en em laouenaat, beza paour-glez pe beza pinvidik-braz.

Ann ene mad. Aotrou Doue, me a c’hoazanvo a galoun vad evid-hoc’h kement tra a zeuio d’in digan-e-hoc’h. Hevel-hevel e fell d’in digemeret digan--