Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/264

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
252
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

vuez man. Rak abaoue ma c’haniz bete ma varviz war ar groaz, poan hep distag am euz bet.

Me am euz bet eunn dienez vraz euz a draou ar bed-man ; me am euz klevet aliez tud o tamall ac’hanoun ; me am euz gouzanvet sioul ar vez hag ann dismegans. Evit va mad-oberiou n’em euz kavet nemet tud dizanaoudek, o trouk-prezek va burzudou, o tamall va c’helennadurez.

2. — Ann ene mad — Aotrou Doue, o veza m’hoc’h euz gouzanvet a galoun vad kalz a boaniou hed ho puez, o senti evel-se ouz ar pez en doa gourc’hemennet ho Tad, dre-ze ez eo red d’in, pec’her reuzeudik ma’z ounn, gouzanv va foaniou heb en em glemm, hervez ma hoc’h euz lavaret ; evit va silvidigez eo red d’in ive dougen beac’h ar vuez kollidik-man, keit ha ma plijo gan-e-hoc’h.

Rak petra-bennag ma’z eo pounner beac’h ar vuez-roan, evelato e teu a-vreman da veza kalz skanvoc’h dre ho kras, dre ho skouer ha re ar Zent ; dont a ra ive da veza talvoudekoc’h d’ar re a zo sempl hag easoc’h d’ezho da dremen.