Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/270

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
258
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


Hep sellet ouz ann dud, e c’houzanv gant anaoudegez-vad a berz ann holl, e-c’hiz pa ve a berz Doue, kement tra ha ken aliez tra fall a c’hoarvez gant-han, hag e kred ez eo kement-se talvoudek-braz evit-han. Rak pep poan, peger bihan-bennag e ve, a dalvez kalz, dirak Doue, pa vezer o c’houzanv anezhi evit-han.

4. — Bezit eta bepred e-tal da stourm, mar fell d’e-hoc’h beza treac’h. Ma ne fell ket d’e-hoc’h stourm, ne hellot ket gounit ar gurunen a vezo roet d’ar re a oar gouzanv hep klemm ; ma ne fell ket d’e-hoc’h gouzanv, ne fell ket d’e-hoc’h beza kurunet. Enn enep, mar hoc’h euz c’hoant da c’hounid ar gurunen, ez eo red d’e-hoc’h stourm kalounek ha gouzanv ho poaniou a galoun vad. N’euz ehan hep labour ; hep stourm ne vezer, ket treac’h.

Ann ene mad. — Aotrou Doue, grit mac’h hellinn ober dre ho kras kement tra n’ounn ket evit ober, a gav d’in, dre-z-oun va-unan. C’houi a oar ne hellann gouzanv nemeur a dra, c’houi a oar e fallaann buhan, pa c’hoarvez gan-en ann