Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/272

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
260
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

meurbed enn hor c’henver ! Ho tourn war ho kaloun, livirit d’in : Doue ha n’en deuz-hen ket netra e-bed da c’houzanv euz ho perz, n’en deuz-hen abek e-bed da gaout trugarez enn ho kenver ?

Ia, ann Aotrou Doue a gar gouzanv a berz ann dud, ann Aotrou Doue a zo trugarezuz-meurbed ; gouzanvomp eta a galoun vad a berz ar re all. Ann den, pa oar gouzanv, a dal muioc’h evit ann den kre ha galloudek ; ann hini a ra d’he galoun plega, a dal muioc’h evit ann hini a ziskar ar c’hestel-brezel. Tavet em euz, eme ar Profed David o kana diwar benn gloasiou Jezuz-Krist, tavet em euz ha n’em euz lavaret ger. Ar Profed Izai a lavare : Sioul e oa evel m’az eo ann oan dirak ann hini a douz anezhan.

Piou a gredfe goude-ze en em glemm, piou a gredfe mont drouk enn-ban ha gwall-ober e-kenver ar re ho deuz drouk-c’hreat enn he genver ? O Jezuz, bezit hor skouer. Desket hoc’h euz d’e-omp lavaret da Zoue : distaolit diwar-n-omp hor pec’hejou evel ma tistaolomp anezho diwar ar re ho deuz gwall-c’hreat enn hor c’henver. Setu ar pez a c’houlennomp bemdez, setu ar pez a leveromp bemdez. Gwaz a ze, siouaz, d’ann hini a zo gaou he beden !