Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/275

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
263
III LEVR. — XX GENTEL.

Stourm keit ha ma vezimp er vuez kollidik-man.

Pe seurt buez, siouaz, eo hou-man ? N’euz enn-hi nemet poaniou hag enkrez, hag a bep tu enebourien o stegna rouejou. Rak kerkent ha mac’h ehan eunn enkrez pe eunn demptasion-bennag, rak-tal e teu eunn all war he lerc’h ; hag endra m’ema c’hoaz ann demptasion genta o rei beac’h d’e-omp, e teu meur a hini all pa vezomp nebeuta war evez.

4. — Penaoz ec’h oufemp-ni karet eur vuez a zo enn-hi kemend all a c’hlac’har, kemend all a enkrez hag a boaniou ? Petra eo eur vuez a zigas d’e-omp ken aliez a boan, ken aliez a varo ? Meur a hini evelato a gar anezhi hag a glask enn-hi ho euruzded.

Aliez e kaver abek e plijaduresiou ar bed, o veza ma touellont ar galoun, o veza ne d-int nemet moged. Koulskoude ez eo diez ho dilezel dre’n abek ma vezer trec’het c’hoaz gant drouk-ioulou ar c’horf. Evel a weler, traou zo hag a ra d’e-omp karet ar bed ; traou all zo hag a ra de-omp he zisprizout. Ar pez a ra d’e-omp karet ar bed eo drouk-ioulou ar