Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/278

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
266
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

a zo va Doue ha va skoazel, ha fisians am bezo enn-han ; hen eo a zifenn ac’hanoun, hen eo a ro d’in ann nerz am euz ezomm evit ober va zilvidigez. He bedi a rinn enn eur gana he veudeudiou, ha miret e vezinn dioc’h va enebourien.




KENTA KENTEL WAR-N-UGENT.


E Doue dreist pep mad e tleomp klask ar peoc’h.


1. — Ann ene mad. — Dreist pep tra hag e pep tra, va ene, e tleez atao klask ar peoc’h e Doue, rak Doue a zo peoc’h ar zent da viken.

O va Jezuz, mad ha karantezuz-meurbed, grit ma karinn ar peoc’h mui enn-hoc’h eget e kement tra krouet zo, mui eget er iec’hed hag er gened ; mui enn-hoc’h eget enn enoriou hag er c’hloar, mui eget er c’hargou huel hag e pep galloud ; mui enn-hoc’h eget er spered hag enn ijin, mui eget er madou hag er skianchou ; mui enn-hoc’h eget el levenez hag er plijaduresiou ; mui enn-hoc’h eget er vrud vad hag enn holl veuleudiou, mui eget e pep dudi hag e pep frealz, mui