Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

c’haloun beza glann. Mar kemerit kuzul, eme ar Skritur sakr, ne c’hoarvezo drouk e-bed gan-e-hoc’h, hag e viot digaset diwar ann hent fall.




PEMPVED KENTEL.


Pa lenner ar Skritur sakr.


1. — Ne d-eo ket komziou kaer, ar wirionez eo a dleer da glask pa lenner ar Skritur sakr. E-c’hiz ma’z eo bet great al levriou santel, evel-se e tleont beza lennet. Gwell eo d’e-omp klask ar mad er Skritur sakr eget ne d-eo klask komziou kaer. Evel-se e tleomp lenn a galoun vad al levriou skrivet gant tud a feiz, ker kouls hag ar re zo bet great gant tud a zo lemm ho spered. Na zellit ket oc’h brud ar skrivagner, n’euz fors d’e-hoc’h pe en deuz kalz a skiant pe n’en deuz ket ; lennit dre garantez evit ar wirionez hep-ken. Na glaskit ket anaout piou a brezek, taolit evez hep-ken oc’h ar pez a lavar.

2. — Ann dud a dremen, gwirionez Doue a bado da viken. Doue n’en deuz