Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/281

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
269
III LEVR. — XXI KENTEL.

oufenn da c’houzout ha da lavaret, hag enn eunn doare ne oar ket ann holl dud petra eo ?

Breman ne rann nemet hirvoudi enn eur zougen gant poan va beac’h-enkrez, rak enn draouien-man a zaelou e c’hoarvez gan-en kalz a-boaniou a zeu aliez da devalaat va ene. Gant ar poaniou-ze ez ounn reustlet hag enkrezet, gant-ho aliez ez ounn sparlet, distroet ha touellet ; aliez ec’h harzont ouz-in, evit n’am bezo digemer mad e-bed digan-e-hoc’h, evit n’am bezo ket etre ho tivreac’h ann dudiou a roit hep paouez d’ann eneou euruz. Sellit a druez oc’h va c’hlemmou hag oc’h ar poaniou stank emoun o c’houzanv anezho war ann douar.

4. — O va Jezuz, sklerijen ar c’hloar a bado da viken, dizoan ann ene war ann douar, va genou zo dilavar dira-z-hoc’h ; hag evid-oun da devel, evelato e komzann ouz-hoc’h ! Pegeit amzer e taleo va Doue da zont.

Ra zeuio da gaout he zervicher paour, ra zeuio da laouenaat he galoun ! Ra astenno he zourn da denna eur paour keaz euz a greiz he enkrez ! Deuit,