Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/282

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
270
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

deuit, va Jezuz, rak hep-d-hoc’h ne oufen beva e peoc’h hed eunn dervez nag ive hed eur mare hep-ken, rak c’houi a zo va euruzded, hag hep-d-hoc’h va c’haloun a zo goullo.

Me zo gwall reuzeudik, va Doue, me zo evel eunn den a zo enn eunn toull bac’h, gwasket he dreid gant chadennou. Evel-se e vezinn, siouaz, ken na zeuot, dre sklerijen ho kras, da rei d’in ann nerz am euz ezomm hag ive ar gwir frankiz a galoun ; ken na zeuot d’en em ziskouez dira-z-oun e-c’hiz eur mignoun mad.

5. — E leac’h ho klask-hu, Aotrou Jezuz, ra glasko ar re all ar pez a garint ; evid-oun-me netra all e-bed ne blij ha ne blijo d’in nemed-hoc’h, va Doue, c’houi a zo va holl fisians, c’houi a zo va zilvidigez evit mad. Ne baouezinn d’ho kervel ha d’ho pidi ken na zistroio ho kras, ken na gomzot ouz-in e diabarz va c’haloun.

6. — Jezuz-Krist. — Setu me aman, setu me deut d’ho kaout, o veza m’hoc’h euz galvet ac’hanoun. Enn abek d’ho taelou ha d’ar c’hoant euz hoc’h