Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/284

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
272
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.




EVIT HOR C’HELENN.


Dre m’en em zistag ar c’hristen mad dioc’h ann douar ha diout-han he-unan, he holl zonjezonou, he holl c’hoantegesiou a zao war-zu ann env hag a ia etrezek ann hini a zo karet gant-han dreist pep tra. Neuze e klemm o veza ma’z eo gwasket ha dalc'het gant he chadennou war ann douar. Broudet gant tan he garantez a ia pep pred war gresk, ann ene a garfe terri al liammou a stag anezhan ouz ar c’horf marvel, evit nijal war-zu ann hini a zo he holl c’hoant, hag evit en em veuzi enn-han da viken. Piou, eme-z-han, a roio d’in diouaskel evel re ar goulm, ha me neuze a nijo hag a ehano. Hag evit gwir, n’euz peoc’h e-bed evit ann ene ken na vezo a-unan evit mad gant he Vuia-Karet, ken na hello lavaret enn he levenez santel, goude beza digemeret da viken he Bried a zo enn env : Va Muia-Karet a zo d’in, ha me a zo d’ezhan.

Pegouls e teuio ann deiz euruz-ze, deiz a frankiz evit ar galoun, deiz a levenez evit ann ene ? pegouls e vezo ann amzer ne vezimp mui evel divroidi war ann douar ? Pegouls ann amzer ne vezo mui tra da c’hedal, ne vezo mui daelou da skuilla ? peur e tremeno ann devalijen a vir ouzomp da welet hor Muia-Karet ? E-c’hiz ma c’hoanta eur c’haro