Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/288

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
276
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

distervez hon-unan, rak c’houi hoc’h-unan, va Doue, hoc’h euz dibabet ho mignouned hag ho servicherien e-touez ar re baour, e-touez ar re a zo izel ho c’haloun hag e-touez ar re a zo disprizet gant ann dud.

Da destou hon euz hoc’h Ebestel, hoc’h euz lekeat da brinsed war ar bed holl. Bevet ho deuz war ann douar heb en em glemm ; ken eeun, ken izel e oa ho c’haloun, ken dinoaz ha ken displeg e oa ho ene, ma’z oa d’ezho eunn dudi gouzanv pep dismegans evit hoc’h hano santel, ha ma en em roent a galoun vad d’ar pez a zo kaseet muia gant ann dud.

Netra e-bed, o va Doue, ne dle eta laouenaat ann hini ho kar hag ann hini en deuz anaoudegez-vad evit ho madelesiou, evel gwelet e ve great enn-han he-unan ar pez a fell d’e-hoc’h hag ar pez hoc’h euz gourc’hemennet a viskoaz enn he genver, hag hervez ma’z eo ho c’hoant. Dre gement-se levenez ann den-ze ha frealz he galoun a dlefe beza ker braz ma lakafent anezhan da c’hoantaat beza ar bihana e-touez ann dud, e-c’hiz ma c’hoanta eunn all beza ar