Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/290

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
278
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

dreist ar re all. Ma ne d-oc’h ket izel a galoun, ar c’hrasou-ze e leac’h beza talvoudek evid-hoc’h, ne vezint mad marteze nemet evit ho kas da goll, enn eur lakaat ho kaloun da c’houeza enn ho kreiz hag enn eur lakaat ac’hanoc’h da gaout karantez evid-hoc’h hoc’h-unan. Beza anaoudek e-kenver Doue, en em lakaat holl etre he zaouarn hag ober pep tra e-c’hiz ma fell d’ezhan, kerzet rag-eeun enn hent m’emoc’h enn-han hervez he c’hourc’hemenn, setu kemend a dleit da c’hoantaat ha netra ken. Neuze e viot e peoc’h, o veza ma viot harp e Doue, o veza ma roio Doue skoaz d’e-hoc’h a-enep ho trouk-ioulou, o veza ma tigaso d’e-hoc’h frealz ha peoc’h enn ho poaniou hag enn hoc’h ankeniou, o veza, evit berr, ma kavot enn-han ar garantez a ra da bep tra ziez ha pounner beza eaz ha skanv.

Ma ve ar gwir garantez enn hor c’haloun, ne c’hoantafemp kaout netra e-bed oc’h-penn na netra e-bed gwelloc’h. Siouaz d’e-omp, ne ouzomp ket petra eo ar garantez. Gouelomp eta o welet peger ien eo hor c’haloun, ha pedomp Doue, hor mestr enn envou, da domma ha da entana hor c’haloun laosk, evit mac’h hellimp lavaret gant ann Abostol sant Paol : Petra oufe distaga ac’hanoun dioc’h karantez Jezuz-Krist ? Hag hen a ve o veza ma’z ounn enkrezet, o veza m’emoun er gloasiou, o veza ma’z