Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/296

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
284
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

eme ann Aotrou Doue. Profeded a zo ivez e-touez ann dud, Profeded hag a lavar d’ar re a heul lezennou ar bed : gwelet a reot ar peoc’h o tont. Ar peoc’h-ze, war ho menoz, a zo oc’h heulia plijaduresiou ar c’horf, oc’h heulia stambouc’h ha gwall-ioulou ar galoun ; ar peoc’h-ze ne vez gwelet nemet a ziabell, o veza ma’z eo easoc’h a ze touella ar re a glask anezhan. Evit ar re ziveza-man, pa vezont o vont da dizout ar peoc’h a glaskont, neuze e tec'h ar peoc’h-ze pell diout-ho evel eunn huvre pa zihunont ; Ann neb a zo sioul ha glann he galoun, hen-nez hep-ken en deuz ar gwir beoc’h. Bez’ ema o trec’hi ar gwall-ioulou, n’ema ket oc’h heulia anezho. El lec’hiou distro, er c’hargou izel a zo disprizet gant ann dud eo ema dreist holl ar gwir beoc’h.

Ann den, seul izeloc’h e vez he galoun, seul vrasoc’h a ze, seul welloc’h a ze e vez ar gwir beoc’h enn he ene. Hag evit gwir, petra ve evit rei beac’h d’ann hini ne c’hoanta netra hag a oar ne hell netra anezhan he-unan ? Piou en defe gwarisi oc’h ar stad izel a ra d’ezhan beza euruz enn-hi ? Evelato, nag hen zo braz ann hini a gar euz a greiz he galoun beza ken izel se ! Ann Elez a zell out-han gant karantez, ha Doue a ro d’ezhan he vennosiou euz a greiz ann envou.

Aotrou, va Doue, deut d’am skoazia.