Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/297

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
285
III LEVR. — XXIV GENTEL.

Plijet gan-e-hoc’h mouga enn-oun stambouc’h ar galoun, hag e teuio neuze ar peoc’h em ene. Grit mac’h hellinn lavaret a wir galoun evel ar roue David : Gwell eo bet gan-en beza ann diveza e ti va Doue, eget choum e-touez ar bec’herien : Elegi abjectus esse.




PEDERVET KENTEL WAR-N-UGENT.


Arabad eo d’e-omp klask gonzout buez ar re all.


1. — Jezuz-Krist. — Va map, na glaskit ket gouzout pep tra, n’en em roit ket d’ann traou goullo. Petra ra se d’e-hoc’h ann dra-man pe ann dra-hont ? Deut d’am heul. Pe vern d’e-hoc’h gouzout petra eo he-man, petra eo hen-hont ? Pe vern d’e-hoc’h petra a lavar he-man, petra a ra hen-hont ? Ne d-oc’h ket lekeat da gred evit ar re all, evid-hoc’h hoc’h-unan hep-ken ho pezo ho tigarez da gaout. Perak eta en em likit-hu e poan ?

Anaout a rann ann holl dud, gwelet a rann kemend a zo war ann douar, gou-