Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

omp ar pez hon euz c’hoant da c’houzout, hogen hor sklerijenna e-kever ar pez a dleomp da ober. Rei a ra d’e-omp tro da ziskouez hor feiz ; ha pa zeu hon ene da veza glann, Doue a vag anezhan gant ar garantez euz ar gwir vadou a zo holl enn-han he-unan. N’euz eta netra gwelloc’h evit lenn gant frouez al levriou santel eget beza izel a galoun. Ann hini a oar dre-z-ho peger bihan ha pegen dister eo, hen-nez a gerz araok enn hent he zilvidigez.




C’HOUEC’HVED KENTEL.


Diwar-benn ar c’hoantegesiou direiz.


1.— Kelliez gweach ma teu e kaloun ann den c’hoantegesiou direiz, rak-tal e teu d’en em nec’hi. Ann hini en em briz re he unan, hag ann hini a zo re stag he galoun oc’h traou ar bed, ar re-ze n’ho deuz nepred peoc’h e-bed. Ar re baour a spered hag ar re a zo izel ho c’haloun a vev enn eur peoc’h braz.

Nep piou-bennag ne d-eo ket c’hoaz