Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/301

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
289
III LEVR. — XXV KENTEL.

ann douar ; bez’ ez eo stad ar re ho deuz ar peoc’h a bado da viken.

Na gredit ket eta ho pe kavet ar gwir beoc’h, evid-hoc’h da veza hep poan e-bed ; na gredit ket ivez e ve pep tra evit ar gwella, ma n’hoc’h euz den a-enep d’e-hoc’h ; na gredit ket ken-nebeut e vec’h er stad santela dre ma teu pep tra d’e-hoc’h hervez ho c’hoant. Na gredit ket e talfac’h netra vad e-bed nag e vec’h karet gant Doue dreist ar re all, o veza ma’z eo braz ho karantez hag ho feiz, o veza ma’z eo braz peoc’h hoc’h ene ; rak ne d-eo ket dioc’h traou er c’hiz-ze e vez anavezet ann hini en deuz eur gwir garantez evit ar mad hag evit ar furnez ; ne d-eo ket dioc’h traou er c’hiz-ze e vez anavezet ann den a ia war gresk er mad hag ann hini en deuz tizet ar stad huela.

4. — Ann ene mad. — Dioc’h petra eta, Aotrou Doue ?

5. — Jezuz-Krist. — Bez’ ec’h anavezer anezhan, dre m’en em ro euz a greiz he galoun d’ar pez a fell da Zoue, dre ma choum hep klask he vad he-unan

enn traou bihan kouls hag er re vraz,

9