Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/304

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
292
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

ve evit beza bepred he galoun troet war-zu traou ann env ; n’euz nemet-han a hell beva hep doan, kouls lavaret, e-kreiz poaniou ar vuez-man. Ne d-eo ket dre leziregez eo ema o veva evel-se, dre eur c’hras a Zoue he-unan eo, dre eur c’hras a zo roet d’ann hini en deuz ar gwir frankiz a galoun hag a zo distag a-grenn dioc’h pep karantez direiz evit ann traou krouet.

2. — Va Doue mad-meurbed, ho pidi stard a rann d’am diwall dioc’h doaniou ar vuez-man, gant aoun na venn sparlet gant-ho. Va mirit dioc’h ezommou ar c’horf, gant aoun na venn touellet gant plijaduresiou ar bed ; mirit va ene dioc’h kemend a stourm out-han, gant aoun ive na venn trec’het gant ann doan ha na zeufenn da goueza.

Va mirit dioc’h ann traou a zo tud diskiant ar bed o c’hoantaat ker stard anezho. Oc’h-penn-ze e c’houlennann digan-e-hoc’h va miret ive dioc’h ar poaniou a wask war va ene, e-c’hiz ma vent eur malloz hag eur c’hastiz dleet d’ann holl dud. Va diwallit dioc’h ar poaniou-ze a vir ouz-in da gaout ar gwir frankiz