Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/306

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
294
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

se holl a zo eur beac’h pounner d’ann hini a zo karantez Doue enn he galoun. Grit n’am bezo ann traou-ze nemet a nebeudou, evit na zeuio ket va c’haloun da staga out-ho.

Arabad eo d’ann den lavaret ne fell ket d’ezhan kaout nep tra, o veza ma’z eo rankout d’ezhan maga he gorf ; ar pez a zo difennet dre ho lezen santel, va Doue, eo klask ar pez a zo enn tu all d’hon ezommou hag ann traou ne d-int mad nemet da rei plijadur d’e-omp ; rak, dre glask ann traou-ze, ar c’hik a zavfe a-enep hor spered. War gement-se, me ho ped, diskouezit d’in ann hent ; plijet gan-e-hoc’h va diski, gant aoun na zeufenn da ober netra enn tu all d’ar pez a zo dleet.


EVIT HOR C’HELENN.


Pa weler peger stag eo kaloun ann den oc’h traou ar vuez-man, pa weler ar stad a ra ann dud euz a gemend a zell oc’h ann traou-ze, pa weler pegement e karont dastum madou evit ho c’haout da viken, piou a gredfe ec’h ouzont ema tost ho amzer diveza ? A-bred int da evesaat oc’h pep tra, ha ne ankounac’haont netra,