Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19
I LEVR. — VI KENTEL.

maro a-grenn d’ezhan he-unan, a vez temptet buan ha trec’het enn traou bihan ha dister. Ann hini zo dinerz he spered hag a zo, kouls lavaret, douget c’hoaz da blijaduresiou ar c’hik, hag a zo stag he galoun oc’h traou ar bed, hen-nez en deuz kalz a boan oc’h en em viret out-ho. Rak-se e vez aliez mantret he galoun pa zeu da bellaat diout-ho ; buan e teu zo-ken d’en em vrella mar fell d’eur re-bennag enebi out-han.

2. — Hogen mar c’hoarvez d’ann den-ze ober dioc’h he c’hoant, rak-tal mouez he galoun hel laka nec’het, dre ma’z eo en em roet d’he zrouk-ioulou ne oufent e nep kiz digas d’ezhan ar peoc’h ma’z edo o klask. Ne d-eo ket eta oc’h en em rei d’he zrouk-ioulou, oc’h ober penn d’ezho eo e kaver ar gwir beoc’h a galoun.

Ar peoc’h n’ema ket eta e kaloun ann den a gar plijaduresiou ar c’hik, nag e kaloun ann hini en em ro da draou ar bed. Ne gaver ar peoc’h nemet e kaloun ann den a gar madou ann ene hag a glask anezho a greiz he galoun.