Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/311

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
299
III LEVR. — XXVII KENTEL.



PEDEN


Evit goulenn eur galoun c’hlann hag ive ar furnez a zeu euz ann env.


4. — Ann ene mad. — O va Doue, krevait ac’hanoun dre c’hras ar Spered-Santel, Grit ma vezinn, dre he nerz, dastumet muioc’h-muia enn-oun va-unan ; grit mac’h hellinn pellaat dioc’h va c’haloun ann holl nec’hamanchou n’int ket mad da gaout ; grit ma vezinn distag dioc’h kement c’hoant ha dioc’h kement tra zo, pe int-hi dister, pe int-hi talvoudek. Grit ma prizinn pep tra e-c’hiz traou a dremen, ha ma welinn ivez e tremeninn gant-ho, rak netra ne bad war ann douar. Kement a zo er bed ne d-eo nemet moged ha poan spered.

O ! na peger fur eo ann hini a briz ann traou er c’hiz-ze !

5. — Roit d’in, va Doue, ar furnez a zeu euz ann env, evit ma teskinn klask ha c’hoantaat ac’hanoc’h, evit ma teskinn ho kavout, ho kaout mad hag ho karet dreist pep mad ; evit ma teskinn,