Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/315

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
303
III LEVR. — XXVIII KENTEL.

e-bed da zisplijout d’ezho. Ann neb a gar ar bed dreist-penn hag en deuz aoun da zisplijout d’ann dud, hen-nez a laka da zevel enkrez enn he galoun ha dievezded enn he spered.


EVIT HOR C’HELENN.


Tud zo hag a zalc’h muioc’h a stad euz a varnedigesiou ann dud eget na zalc’hont euz a varnedigesiou Doue. Pebez follentez ! Pe e vec’h bet tamallet gant ann dud, pe e vec’h bet karet garn-ho, petra raio kement-se d’e-hoc’h pa’z eot dirak ar Barner-braz ? Ne d-eo ket evit se eo e vezo mad pe fall barnedigesiou Doue enn hor c’henver. Ar wirionez eo a varno ac’hanomp, hag he barnedigesiou ne vezint ket dislavaret da viken. Ann hini a zo bet touellet gant meuleudiou ann dud e-pad he vuez, a zougo ar boan dleet d’he bec’hejou kuzet : mont a rai d’al leac’h ne d-euz enn-han nemet gwelvan ha skrign-dent. Ann hini ervad en deuz bevet e-kreiz ann dismegans hag ann dispriz, a glevo ar c’homziou-man : deut, c’houi a zo binniget gant va Zad ; it d’ar rouantelez a zo bet savet evid-hoc’h abaoe ann deiz kenta euz ar bed. Rak barnedigesiou Doue ne d-int ket hevel oc’h hor barnedigesiou-ni : gwelet a ra e pep leac’h hag ive e diabarz kaloun ann den.