Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/321

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
309
III LEVR. — XXX KENTEL.

madelesiou enn ho kenver, rak me zo tost d’e-hoc’h, eme ann Aotrou Doue, evit disteurel d’e-hoc’h kement tra hoc’h euz kollet, ha kalz muioc’h oc’h-penn.

2. — Ha netra ziez a zo d’in-me ? Hag hevel ounn-me ’ta oc’h ar re a lavar komziou heb ober netra ? E pe leac’h ema ho feiz-hu ? Dalc’hit mad, kendalc’hit ha gouzanvit hep klemm e-c’hiz eunn den kalounek, hag e teuio ar frealzidigez pa vezo deuet ann amzer.

Gortozit ac’hanoun, gortozit ; dont a rinn hag e viot pareet gan-en. Ann demptasion eo a ra d’e-hoc’h kaout nec’h, hag ho toujans re gisidik eo a ra d’e-hoc’h krena. Perak en em nec’hit-hu gant ann traou a zo da zont ; n’int mad ken nemet da greski hoc’h enkrez hag ho poan ; a-walc’h eo he boan da bep dervez. Ne dal netra ho pe nec’h pe levenez evit traou ne vezo marteze biken anezho.

3. — Stad ann den er bed-man, siouaz d’ezhan, a zo beza touellet gant ar seurt traou-ze, sempl evel ma’z eo dre-z-han he-unan. Kement-se a ziskouez sklear ne