Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/327

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
315
III LEVR. — XXXI KENTEL.


KENTA KENTEL HA TREGONT.


Red eo d’ann den ober fae war gement tra zo Krouet, mar fell d’ezhan kaout he Grouer.


1. — Ann ene mad. — Aotrou, va Doue, ar c’hras hoc’h euz roet d’in ne d-eo ket a-walc’h c’hoaz evit mac’h hellinn dont da veza distag a-grenn dio[c’h] kement den, dioc’h kement tra krouet zo. Rak keit ha ma vezo va c’haloun dalc[’het] gant eunn dra-bennag, ne hellinn ket nijal rag-eeun war-zu enn-hoc’h.

Nijal frank a c’hoantae ar roue David, pa lavare : piou a roio d’in-me diouaskel hevel oc’h re ar goulm. Neuze e nijinn hag ez inn da ehana. Piou a zo brasoc’h he beoc’h eget peoc’h a[nn] hini a zo distag he zaoulagad dioc’h pep tra ? Piou zo frankoc’h he galoun eget kaloun ann hini ne c’hoanta netra e-bed war ann douar ?

Red eo eta d’ann den en em zevel dreist kement tra krouet zo, en em zilezel a-grenn he-unan, beza hep dalc’h e-bed gant he spered, sellet ouz-hoc’h-hu hep-ken, krouer da gement zo, ha gwelet