Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/328

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
316
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

n’oc’h e nep kiz hevel oc’h ann traou hoc’h euz great. Anez beza distag dioc’h ann traou krouet, ann den anez ne hell en em rei a wir galoun da draou ann env.

Mar d-eo dibaot ar re a oar trei ho ene war-zu Doue, ez eo dre ma’z eo dibaot ar re a oar dilezel a-grenn traou ar vuez kollidik-man.

2. — Eur c’hras vraz a zo red d’ann den da gaout evit se, eur c’hras hag a lakai he ene da zevei dreist-han he-unan. Kement tra a hell da c’houzout kement tra vad a hell da gaout, ne dalvezont nemeur d’an den, ma ne d-eo ket he galoun troet war-zu traou ann env, ma ne d-eo ket he galoun a-unan gant Doue ha distag dioc’h kement zo krouet.

Pell amzer e vezo toc’hor, pell amzer e vezo a stok he gorf, ann hini a gred ez euz eunn dra vraz-bennag enn tu all d’ar pez a zo ar mad dreist pep mad, ar mad a zo a viskoaz hag a vezo da viken, rak kement tra ne d-eo ket Doue he-unan ne d-eo netra hag a dle beza prizet evel netra.

Furnez ann den a wir feiz, furnez ann den sklerijennet gant Doue, a zo dishevel--