Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/329

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
317
III LEVR. — XXXI KENTEL.

braz dioc’h gwiziegez ann den a gar deski, dioc’h gwiziegez ann den desket kaer. Ar skiant a zeu d’ann den euz ann env hag a zired euz a c’hras Doue, ar skiant-ze a zo kalz gwelloc’h evit ar skiant a zeù d’ezhan dre he labouriou ha dre he zeskadurez.

3. — Meur a hini a c’hoanta sevel ho spered war-zu traou ann env. Evit ober kement-se, siouaz d’ezho, ne lekeont ket ho foan. Ar pez zo muia oc’h euebi out-ho eo o veza n’en em roont nemet da bedennou diwar neuz, hep beza nemeur e poan da gastiza kalet ho c’horf evit ar gwella.

Nouzoun ket petra eo a zo o kas ac’hanomp tu-man tu-hont, na petra a fell d’e-omp, ni a garfe beza lekeat tud a skiant hag a spered. Poania a reomp kement ha ma hellomp, en em nec’hi a reomp dreist-penn evit traou dister, evit traou a dremen buhan, ha ne ouzomp ket en em zastum a-grenn enn-omp hon-unan na sonjal, nemet dibaot a weach, enn traou a-ziabarz.

4. — Gwasa tra, siouaz ! Goude beza

en em zastumet eunn nebeut enn-omp

9***