Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/330

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
318
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

hon-unan, Setu e troomp, hag hast war-n-omp, oc’h ann traou a-ziaveaz hep teurel evez e-bed oc’h ar pez hon euz great pe lavaret. Ne zellomp ket oc’h petra e stag hor c’haloun, n’hon euz glac’har e-bed o welet ez eo louz kement tra a zo enn-omp.

Ar c’hik o veza en em roet d’ann drouk, eunn dour braz a zeuaz da c’holei ar bed holl. Evel-se ’ta, karantez hor c’haloun o veza bet saotret, dre-ze ez eo fall ha saotret kement tra a reomp ; ar pez a ziskouez en deuz hon ene kollet he holl nerz. Hor buez ne d-eo glann ha mad nemet glann e ve hor c’haloun.

5. — Goulenn a reer petra a vraz en deuz great hen-ma-hen ; ne glasker ket ker piz war-zu petra e tenn he feiz hag he furnez. Goulenn a reer hag hen zo kalounek, pinvidik, hag hen zo eunn den a daill ha desket kaer ; hag hen zo eur skrivanier, eur c’haner, eul labourer mad ; hogen dibaot a weach e c’houlenner hag hen a zo izel he galoun, hag hen a oar gouzanv hep klemm, hag hen a zo sioul, hag hen a zo den a feiz ha distag