c’hoantaomp nemet-han. War-zu piou ez afemp-ni ? Enn-han ema ar c’homziou euz ar vuez a bado da viken. Dilezomp pep tra evit mont d’he heul, ha lezomp ar re varo da zebelia ar re varo.
1. — Jezuz-Krist. — Va map, ne
d-oc’h ket evit kaout ar gwir frankiz a
galoun ma n’en em zilezit ket a-grenn
hoc’h-unan. Nasket eo, ar re a zo stag
ouz ho zra hag en em gar ho-unan.
Falvezout a ra d’ezho kaout pep tra,
gouzout pep tra ; nec’het int hag atao
emint o klask ho eaz ho-unan, hep derc’hel
stad euz ar pez a blij d’in-me. Oc’h-penn
zo, poania a reont aliez evit traou ne
hellont ket padout, rak mont a rai holl
da netra kement ne zeu ket a berz Doue.
Ho pezet sonj euz ar c’homziou zo aman
war-lerc’h, kaer-meurbed int hag hi berr :
dilezit pep tra hag e kavot pep tra ;
list c’hoantegesiou ho kaloun hag e
kavot ar peoc’h. Grit preder a galoun