Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/335

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
323
III LEVR. — XXXII KENTEL.


Selaouit ac’hanoun : mar fell d’e-hoc’h dont da veza pinvidik, e rankit prena digan-en ann aour a zo bet ebarz ann tan, da lavaret eo, furnez ann env a ra fae war draou ar vuez-man ; prizit-hi muioc’h eget furnez ann dud, muioc’h eget kement a blij d’ezho ha d’e-hoc’h hoc’h-unan.

4. — Lavaret em euz ez eo red d’e-hoc’h prena traou dister ha rei enn ho leac’h ann traou a zo prizet muia gant ar bed ; rak ar gwir furnez a zeu euz ann env, a zo gwall zister ha bihan dra evit ann dud. Disonj int anezhi, kouls lavaret, o veza ne oar ket ar furnez-ze en em c’houeza nag ober stad euz a veuleudiou ann dud. Meur a hini a veul anezhi ; ho buez, siouaz, ne d-eo ket hevel oc’h ho c’homziou. Koulskoude ar furnez-ze a zo eur mean a dal kalz hag a zo kuzet oc’h eur maread a dud.


EVIT HOR C’HELENN.


Na petra eo ann den anezhan he-unan, ann den gant he spered direiz, gant he c’hoantegesiou, gant he dechou fall ? Dalc’het eo gant pep seurt faziou zo o