Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/336

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
324
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

touella anezhan ; dalc’het eo gant he c’hoantegesiou, ha gant ar pez a ra d’ezho sevel enn he galoun ; ne d-euz eta stad gwasoc’h e-bed d’ann den eget ar stad-ze. Setu aze, va Doue, e pe stad ema ann den pa ne fell ket d’ezhan senti a-grenn ouz-hoc’h ; red eo d’ezhan plega e pep stad, mar fell d’ezhan beza distag dioc’h pep tra. Ar gwir frankiz a galoun a zo o viret penn-da-benn kelennaduresiou ha gourc’hemennou ann Aviel ; hag ann neb en em zilez a-grenn he-unan, hen-nez a vir holl gelennaduresiou hag holl gourc’hemennou ann Aviel. Hag evit gwir, nep piou-bennag ne zelaou ket mouez he spered, a zo enn-han gwirionez Doue hed-da-hed. Ann hini a voug enn he galoun ar garantez en deuz evit-nan he-unan, ar garantez-ze a zo bet kaset da fall dre bec’hed Adam, hen-nez a laka da zevel e diabarz he galoun ar garantez evit Doue hag ar garantez evit he nesa, da lavaret eo, holl lezen Doue e berr gomziou. Ann neb en em zilez a-grenn he-unan, hen-nez ne ra diwar-neuze nemet ar pez a blij da Zoue, ar reiz dreist pep reiz. Neuze ann den a zo distag dioc’h pep tra evel ma’z eo Doue he-unan, o veza ma teu da veza hevel out-han ; distag eo dioc’h pep tra, o veza ma’z eo kuit a faziou hag a wall-ioulou, oc’h en em zilezel he-unan evit mad.

Prenet omp bet gant Jezuz-Krist,