Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/341

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
329
III LEVR. — XXXIII KENTEL.

enn he eaz, enn eur peoc’h braz, enn eul levenez ar vrasa.

C’houi eo a zesk ac’hanomp da brizout pep tra evel ma’z eo dleet ; c’houi eo a zesk ac’hanomp, va Doue, d’ho meuli e pep tra. Hep-z-hoc’h netra e-bed ne oufe plijout d’e-omp pell amzer ; ha mar d-euz eunn dra-bennag hag a zo kavet mad gan-e-omp ha dioc’h hon diviz, red eo e ve ho kras hag ho furnez gan-e-omp, rak anez, petra oufe plijout d’e-omp ?

2. — Ha petra zo ha ne ve ket kavet mad gant ann hini a gav ez oc’h mad, va Doue ? Enn enep, petra oufe beza kavet mad gant ann hini ne gav ket ez oc’h mad ? Ar re a gar ar bed hag ar re a gar plijaduresiou ar c’horf, ar re-ze ne d-int ket fur, rak ne gavont er bed nemet avel, ne gavont er plijaduresiou nemet ar maro.

Enn enep ar re a ia d’hoc’h heul, o va Doue, enn eur zisprizout ar bed, enn eur gastiza ho c’horf, ar re-ze a zo fur e gwirionez, o veza ma tilezont faziou ar bed evit heulia ar wirionez, o veza ma tilezont ar c’hik evit heulia ar spered. Ar re-ze