Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/342

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
330
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

a gav d’ezho ez eo mad ann Aotrou Doue, ha meuli ho c’hrouer a reont, pa gavont eunn dra-bennag a vad e-mesk and traou krouet.

Kemm a zo, na petra lavarann-me, kals a gemm a zo etre ar c’hrouer hag ann traou krouet, etre ann amzer a bado da viken hag ann amzer a dremen, etre ar sklerijen a zeu digant Doue hag ar sklerijen a zo bet krouet gant-han.

3. — O sklerijen a zo bet a viskoaz hag a vezo da viken ! sklerijen a zo kalz dreist kement sklerijen a zo bet krouet, strinkit war-n-oun eunn elven a wir sklerijen, strinkit anezhi e diabarz va c’haloun ! Grit ma vezo glann va ene ha kement a zo diabarz enn-han grit ma vezo va ene laouen, sklerijennit anezhan, roit ar vuez dezhan, evit m’en em stago ouz-hoc’h enn eur dridal gant eul levenez ar vrasa.

Pegouls e teuio ann deiz-ze ne c’hoantaan ken nemet-han, va Doue, evit ma vezo a-walc’h d’am ene beza enn ho kichen, hag evit ma viot d’in pep tra e kement zo. Endra n’ho pezo ket roet d’in