Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/343

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
331
III LEVR. — XXXIV KENTEL.

ar c’hras-ze, n’am bezo ket ar gwir euruzded.

Ar c’hik, siouaz d’in, a zo beo c’hoaz enn-oun ; ne d-eo ket peur-staget oc’h ar groaz, ne d-eo ket maro-mik. En em zevel a ra a-enep va spered, sevel a ra brezel em chaloun ; ne fell ket d’ezhan e ve va ene e peoc’h.

Evid-hoc’h-hu, Aotrou, c’houi a zo mestr war ar mor hag a laka anezhan da veza sioul, enn taol ma tarz ha ma tiroll he wagou, plijet gan-e-hoc’h sevel ha rei d’in skoaz. Kasit da netra ar re a fell d’ezho e ve brezel ; flastrit anezho gant nerz ho tivreac’h. Diskouezit, me ho ped, ho purzudou d’ezho, diskouezit nerz ho kloar, rak evid-oun-me n’em euz ken fisians, n’em euz ken skoaz nemet enn-hoc’h hep-ken, va Doue.


EVIT HOR C’HELENN.


Eunn dra souezuz eo ec’h anavezfemp ann Aotrou Doue, hep ma ve hon ene broudet gant tan he garantez. Eunn dra souezuz eo ez afe c’hoaz hon ene, goude anaout Doue, da heul ann traou