Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/347

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
335
III LEVR. — XXXV KENTEL.

kastiz a re all nemel goude skuilia daelou stank, nemet goude gouzanv poaniou braz ? Gortozit ma teuio ann Aotrou Doue d’ho kavout, stourmit kalounek, kennerzit ho kaloun ; arabad eo d’e-hoc’h koll fisians ; diwallit da laoskaat, en em likit e-tal da goll ho puez, mar bez red evit gloar Doue. Me a zigollo er-vad ac’hanoc’h ; bez’ e vezinn gan-e-hoc’h e-kreiz hoc’h holl enkresiou.


EVIT HOR C’HELENN.


Diwallit na glaskfac’h ar peoc’h er bed-man ; er bed n’euz peoc’h e-bed. Ne oufac’h gounid ar baradoz anez labourat stard ha kalet ; endra viot eta war ann douar, e vezo red d’e-hoc’h stourm bepred. Arabad eo d’e-hoc’h en em skuiza : nevezit ann diabars euz hoc’h ene, galvit Doue daved-hoc’h ; hen hep-ken eo a zo oc’h ho terc’hel gant he zourn ; ra vezo izel ho kaloun dira-z-han. Bezit war evez ha pedit evit na gouezot ket enn demptasion. Eur weach c’hoaz her lavarann d’e-hoc’h : bezit war evez ha pedit bepred, bezit stard enn ho feiz, labourit kalounek ha dalc’hit mad. Meur a hini, goude stourm a bouez ho holl nerz, a zeu da blega enn enn taol