Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/349

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
337
III LEVR. — XXXVI KENTEL.


Eunn dra vad eo d’ann den, eunn dra talvoudek eo d’ezhan gouzanv a-wechou traou er c’hiz-ze. Ann hini a zo izel he galoun hag en deuz muioc’h a fisians e Doue eget n’en deuz enn-han he-unan, ne vezo ket diez d’ezhan ho gouzanv. Meur a hini a lavar kalz a draou, rak-se ne dleer nemeur kredi anezho. A-hend-all ne oufet bepred ober dioc’h diviz ann dud holl.

2. — Evit-han da lakaat he holl boan da blijout d’ann holl hervez Doue, evit-han d’en em ober e pep tra dioc’h ann holl dud, sant Paol evelato ne zalc’he nemeur a stad euz a varnedigesiou ann dud. Kement ha ma helle, e lekea he holl boan evit kelenn ha savetei ar re all ; koulskoude ne d-eo ket bet evit miret na vije a-wechou tamallet ha disprizet gant ann dud.

Rak-se en deuz lekeat pep tra etre daouarn Doue a anavez pep tra ; enn eur c’houzanv hep klemm ha gant eur galoun izel eo e talc’he penn ouz ar re a zrouk-prezege anezhan, ouz ar re a damalle anezhan e gaou, hag ouz ar re a lekea drouk kelou da reilek diwar he