Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/351

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
339
III LEVR. — XXXVI KENTEL.



EVIT HOR C’HELENN.


Perak e talc’hit-hu stad euz a varnedigesiou ann dud ? Petra eo d’e-hoc’h ho sonjezonou goullo ? Ne welont ken nemet ann diaveaz, ne welont ket e diabars ann ene, el leac’h m’ema e kuz ann drouk hag ar mad. Na vezit ket eta e poan, evid-hoc’h da veza barnet gant-ho ; diwallit ive na zalc’hfac’h stad ac’hanoc’h hoc’h-unan, mar teuont da rei meuleudiou d’e-hoc’h. Kentoc’h e tleit en em strinka d’ann daoulin dirak Doue, enn eur lavaret d’ezhan : Aotrou, va Doue, mar teuit da furcha hor pec’hejou, piou a hello herzel dira-z-hoc’h ? Tud zo hag a ra re a stad euz ho brud vad ; he difenn a reont gant kement a drouz hag a nerz, ma weler tervad ec’h en em glaskont ho-unan muioc’h eget ne glaskont silvidigez ho ene. Dishevel-braz eo ar skouer en deuz roet d’e-omp Jezuz-Krist, pa c’houzanvaz kemend all a zismegans : tevel en deuz great, n’en deuz ket digoret he c’henou. Ann holl zent evel-d-han a zo bet drouk-prezeget ha gwall-gaset.

Goude m’en deuz great ann den gwella mac’h hell evit miret na ve eur gwall skouer d’ar re all, e tle beza didrouz war gement-se ; neuze ec’h hell beva e peoc’h oc’h en em izelaat. Doue a oar pep tra, kement-se zo a-walc’h. Pe fors zo d’in pe