ma n’en em zilezont ket a-grenn ho-unan e pep tra, ha ma n’en em roont ket d’in bemdez hag e pep tra. Anez ne oufent, da breman na biken, beza a-unan gan-en na va c’haout ken nebeut.
5. — Lavaret em euz d’e-hoc’h meur a weach, ha breman e lavarann adarre : en em zilezit hoc’h-unan, grit ar pez a blij d’in ; neuze e vezo braz ar peoc’h enn he kaloun. Roit pep tra evit pep tra, na glaskit tra e-bed, na c’houlennit netra, ho pezet ho kaloun stag ouz-in gant fisians, ha me a vezo d’e-hoc’h. Neuze ho pezo ar frankiz a galoun, neuze e viot kuit euz ann devalijen ma’z oc’h dallet gant-hi.
Pedit Doue ha goulennit digant-han ar c’hras da veza distag a-grenn dioc’h pep tra ha da veza hep netra e-bed, evit mac’h hellot, pa viot enn noaz, heulia Jezuz enn noaz. Goulennit digant-han ar c’hras da vervel d’e-hoc’h hoc’h-unan ha da veva gan-en da viken ; poanit e-kenver se, n’ho pezet ken c’hoant. Neuze ez ai da netra pep preder goullo hag ive ho sonjezonou hag hoc’h enkresiou fall. Neuze ivez ez ai diouz-hoc’h