Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/355

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
343
III LEVR. — XXXVII KENTEL.

peb aoun dreist dalc’h, neuze e varvo enn ho kaloun pep karantez direiz.


EVIT HOR C’HELENN.


Lavaret hoc’h euz, o va Jezuz : mar fell d’ann den dont war va lerc’h, e tle en em zilezel he-unan, dougen he groaz ha dont d’am heul. Lavaret hoc’h euz c’hoaz : nep piou-bennag ne zilez ket kemend en deuz, ne d-eo ket evit beza diskibl d’in. Arabad eo marc’hata, red eo kemeret unan etre daou, pe c’houi, o va Doue, pe ar bed, rak ne oufet ket servicha daou vestr : c’houi ne fell ket d’e-hoc’h beza war zaou hanter. Ann hini en em glask he-unan, hen-nez a bella diouz-hoc’h. N’emoc’h ket e kaloun ann hini n’en em zilez ket a-grenn he-unan, e kaloun ann hini a zo stag c’hoaz oc’h traou ann douar, e kaloun ann hini a gar re evit-han he-unan ar madou en deuz pe ar grasou en deuz bet digan-e-hoc’h ; er seurt kalounou-ze ho karantez a zo enk war-n-ezhi, Aotrou. Goude m’hon euz bet ann dudiou ho deuz ann eneou a zo a-unan gan-e-hoc’h, penaoz ec’h oufemp-ni choum hep beza mui-oc’h-vui a-unan gan-e-hoc’h ? Na peger sempl ha pegen diskiant eo ann den ! hag hen zo eta diez anaout ne d-eo kement zo war ann douar netra nemed-hoc’h ; hag hen zo diez anaout ne