Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/357

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
345
III LEVR. — XXXVIII KENTEL.


EIZVED KENTEL HA TREGONT.


Penaoz e tleer en em lakaat e reiz vad e-kenver ann traou a ziaveaz, ha goulenn skoaz digant Doue pa vezer war-nez koueza er pec’hed.


1. — Jezuz-Krist. — Va map, e pep leac’h, e pep labour, e pep tra, e tleit lakaat hoc’h holl boan da gaout ar gwir frankiz a galoun ha da drec’hi ho kwall-ioulou, evit m’en em zavot dreist kement tra zo er bed ha na blegot da nep tra e-bed. Poania a dleit ive, e kement tra a rit, da veza treac’h d’e-hoc’h hoc’h-unan, evit mac’h hellot en em rena hep sujedigez na sparl e-bed.

Neuze, pa viot er meaz a bep sujedigez hag hevel oc’h gwir bugale Israel, deut da gaout ar frankiz a galoun, deut da gaout ho lod e-touez bugale Doue. Ar re-ze a zao ho c’haloun dreist ann traou a dremen hag a dro ho ene war-zu ann traou a bado da viken ; sellet a gleiz a reont oc’h traou ar bed hag a zeou oc’h traou ann env. Ar re-ze ne d-int ket touellet gant traou ann douar