Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/362

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
350
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

unan en deuz ar gwir frankiz a galoun hag a vev enn eur fisians ar vrasa.

Siouaz, ann drouk-spered hon enebour koz, a zo a-enep da gement tra vad zo, ne baouez da zigas temptasionou d’e-omp ; noz-deiz ema o stegna he rouejou evit lakaat ann den da goueza, mar gell, pa ne vezo ket war evez. Pedit eta ha bezit war evez, eme ann Aotrou Doue, gant aoun na gouezfac’h enn demptasion.


EVIT HOR C’HELENN.


E-mesk traou ar bed e vez beac’h war ann ene, pa ne daol ket evez, piz out-han he-unan. N’euz hano e-bed aman euz ann temptasionou hon euz diwarbenn kreski hor madou, petra-bennag ma’z int braz ha stank, petra-bennag ma tinerzont ann ene peurliesa. Pa ne vezont ket kre a-walc’h evit dinerza ann ene, setu e teuont da zizec’ha ar galoun, da zalla ar spered enn eur he zistrei dioc’h Doue ha dioc’h brasa tra zo, dioc’h ar zilvidigez. Er stad-ze ann den a zo dalc’het bemdez gant eunn dra-bennag a fell d’ezhan da ober hep dale pell ; ha neuze, war zigarez kement-se, hag hep gouzout d’ezhan, neuze ez a da heul al labouriou ma’z eo boaz diout--