Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/371

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
359
III LEVR. — XLI GENTEL.

gant ann holl, da c’hoantaat e ve great nep stad ac’hanoun, birviken anez va ene na hello kaout ar gwir beoc’h nag ann nerz en deuz ezomm ; birviken anez va c’haloun ne oufe beza sklerijennet na beza a-unan gan-e-hoc’h evit mad.


EVIT HOR C’HELENN.


Ann hini a hell gwelet e diabars he galoun dirak Doue na gant sklerijen ar wirionez, hen-nez a zeu buhan d’en em zisprizout a-grenn he-unan, rak heb ar c’hras ne gav enn-han he-unan nemet breinadurez ; ha neuze e leac’h klask ann enoriou hag ar meuleudiou, ne zell nemet ouz he baourentez he-unan ; n’euz tra gwelloc’h a-enep stambouc’h ar galoun, gwasa poan zo er bed ! Evit-han da veza izeleet na disprizet, n’en em glemm ket, ne zao drouk e-bed enn-han. Anaout a ra n’en deuz nep gwir abek d’en em glemm, ha seul vui e tisprizer anezhan, seul vui a ze en em zispriz he-unan, rak e pep tra ne zell nemet oc’h Doue, ne zell tamm oc’h ann dud. Lavaret a ra evel ma lavaraz Job : mar fell d’in en em zidamall, va genou a gomzo em enep ; ha mar klaskann diskouez ez ounn direbech, ne rinn nemet diskouez ez ounn kabluz. Goude-ze, o veza ma’z eo mantret he galoun gant ar