c’hlac’har, e tro he ene etrezek he Zoue trugarezuz-meurbed, e ped he Dad a zo enn env, da gaout truez ouz he vugel paour : pec’het em eus, eme-z-han, na petra rinn-me, Salver ann dud ? Perak hoc’h eus-hu lekeat brezel da zevel etre-z-hoc’h hag etre-z-oun ? Perak ez ounn-me deuet da gaout drouk ouz-in va-unan ? Perak ne lamit-hu ket va fec’hed digan-en ? Perak ne lamit-hu ket va fallagriez ? Setu me o vont da gousket e-mesk al ludu, ha p’am c’hlaskot diouz ar mintin, ne vezo mui ac’hanoun !
Euruz eo ann hini en em damall he-unan, rak distaolet e vezo he bec’hejou diwar-n-ezhan ! Euruz eo ann hini en em laka el leac’h izela, rak lavaret e vezo d’ezhan : savit hueloc’h.
1. — Jezuz-Krist. — Va map, ma harpit peoc’h ho kaloun war eunn den-bennag, o veza m’en em blijit ann eil d’egile, e viot enn enkrez hag e nec’h. Enn enep, mar troit ho kaloun etrezek ar wirionez beo bepred, etrezek ar wirionez