Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/375

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
363
III LEVR. — XLII GENTEL.

Doue a zo karantez. Enn nozvez ma oe debret ar goan Fask, ha ne welomp-ni ket ann diskibl muia karet oc’h harpa he benn war galoun Jezuz ? Hor c’harantez evelato, mar d-eo glann, a dle dont digant Doue ha beza dioc’h ma fell d’ezhan e ve. Ne d-eo mui neuze eur seurt karantez evit ann traou krouet, eur seurt karantez a nec’h hag a enkrez ann ene enn eur dremen ; bez’ez eo eunn dra-bennag a Zoue he-unan, eunn dra evel-d-han ha ne dro na ne zistro ket, eunn dra hag a zigas ar peoc’h. Diwallit oc’h pep karantez a zaotr peoc’h ar galoun. Tra e-bed ne dle beza karet gan-e-omp, nemet miret a-grenn a rafemp gourc’hemennou Doue. Bez’ e tleomp beza bepred e-tal da c’houzanv a galoun vad ann traou diesa pa c’hoarvezont gan-e-omp, me lavar pa’z a hon tud digan-e-omp, pa vez hor mignouned o pellaat diouz-omp, hag oc’h-penn-ze, pa varvont. Bez’ e tleomp bepred derc’nel sonj euz ar pez a lavar ann Abostoll : ne fell ket d’e-omp, va breudeur, e vec’h hep gouzout ar pez a zell oc’h ar re a zo kousket, evit na zeuot ket d’en em nec’hi, evel ma ra ann dud n’ho deuz esperans e-bed. Rak mar kredomp ez eo maro Jezuz, hag ez eo savet euz a varo da veo, e tleomp kredi ive e kaso Doue gant Jezuz ar re a vezo kousket enn-han. Ann dra-man war-lerc’h a leveromp d’e-hoc’h goude klevet ann Aotrou : ni a