Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/386

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
374
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

unan, pep den zo enebourien tro-war-dro d’ezhan. Na fur oa ho kelenn pa hoc’h euz lavaret ez oa arabad kredi d’ar re a lavar : aman pe a-hont eo ema Jezuz-Krist. Dre ober gaou ouz-in eo em euz desket kement-se ; Doue ra viro na zeufe va follentez da greski, ha plijet gant-han e venn evesiekoc’h diwar-vreman !

Tavit, eme unan-bennag, tavit war ar pez a lavarann d’e-hoc’h ; hag endra ma tavann ha ma kredann ne oar den ar pez en doa lavaret d’in, setu ne d-eo ket he-unan evit tevel war ar pez en doa gourc’hemennet d’in. Mont a ra kuit diouz-in ha rak-tal ec’h en em werz he-unan ha me ive gant-han.

Va mirit, Aotrou, dioc’h ann dud dievez-ze ne d-int nemet distagerien-gaer, gant aoun na gouezfenn etre ho daouarn ha na zeufenn da ober evel-d-ho. Grit na d-aio euz va genou nemet komziou gwirion, freaz ha distak, ha distroit va zeod dioc’h kement gaou a zo. En em viret a rankann gant evez dioc’h ar pez ne d-ounn ket evit gouzanv a berz ar re all.