Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/388

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
376
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.



EVIT HOR C’HELENN.


Arabad eo e lakafac’h ho fisians enn dud, rak ho dioueret a rankot a-bred pe zivezad. Ann den a zo sempl, dievez, edro, berboellik ha douget da ober pep tra evit he vad he-unan hep-ken. Evit ann distera tra e pella diouz he vignoun, evit ann distera gounid e sao enn he enep. Neuze e weler anezhan dioc’h ma’z eo e gwirionez. Karet a rea ac’hanoc’h evit-han he-unan hep-ken hag evit kaout digan-e-hoc’h ar pez en doa ezomm. Tec’hit, tec’hit dioc’h ar seurt mignouned fall-ze : he-man ho tilez hag egile ar werz ac’hanoc’h. Ma ho pe ezomm anezho, e kavfent holl ho digarez. Ar c’henta a lavar : Prenet em euz eunn tamm leve, red eo d’in mont d’he welet ; kavit mad va digarez, me ho ped. Eunn all a lavar : Prened em euz pemp koublad ejenned, mont a rann da welet hag hi a zo mad ; va digarezit, me ho ped. Eunn all a lavar : Emoun o paouez dimezi, dre-ze n’ounn ket evit mont gan-e-hoc’h. Setu petra eo ar vignouned war ann douar !

N’euz nemed-hoc’h, o va Doue, ne zilezit ket ar re a gar ac’hanoc’h, ar re ho deuz fisians enn-hoc’h : emoc’h bepred enn ho c’hichen evit ho frealzi hag evit rei skoaz d’ezho. Ne skuizit morse o klevet ho hirvoudou, o selaou ho c’hlem-