Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/391

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
379
III LEVR. — XLVI KENTEL.

da vont e-biou, evel eur blouzen a ia gant ann avel ? Ha bez’ e vent-hi evit lakaat da goueza eur vleven hep-ken euz ho penn ?

3. — Ann hini ne d-eo ket distag dioc’h traou ar bed, ann hini ne zonj ket e Doue, hen-nez a vezo enkrez war-n-ezhan mar bez tamallet. Enn enep, ann hini en deuz fisians enn oun-me, ann hini ne glask ket fisiout enn-han he-unan, hen-nez n’en devezo aoun e-bed rag ann dud. Rak anaout ha barn a rann kement zo hag ivez ann traou kuzeta ; me a oar petra zo bet great, me a anavez ar re zo bet drouk-prezeget, me a anavez ar re a zrouk-prezek euz ar re all.

Kement zo bet lavaret, kement zo bet great, falvezet eo bet gan-en e vijent bet lavaret hag e vijent bet great, evit ma vije dizoloet kemend a zo kuzet e kaloun meur a hini zo. Me eo a varno ann hini a zo kabluz hag ann hini a zo didamall ; araok ervad ez eo falvezet d’in dizolei menosiou ho c’haloun da anaout petra int ho daou.

4 — Testeni ann dud hor laka aliez da fazia ; va barnedigez-me a zo gwir,