Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/392

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
380
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

padout a raio, ne zistroinn ket diwar-n-ezhi. Peurliesa e vez kuzet va barnedigez ; dibaot eo ar re a anavez anezhi e pep tra. Houn-nez ne fazi morse hane hell ket ive beza lekeat da fazia, evit-hi da veza eur gwall varnedigez hervez ann dud diskiant.

Etrezek enn-oun eta e tleer trei, pa vezer o varn eunn dra-bennag ; arabad eo d’ann den en em fisiout enn-han he-unan evit-se. Ann den fur ha mad a bep hent ne vezo ket nec’het, petra-bennag a c’hoarvezo gant-han a berz Doue ; ha pa ve bet tamallet e gaou, n’en devezo nemeur a boan.

Mar teu ar re all d’hen didamall gant gwir abek, ne vezo ket laouen dreist kemm evit-se, rak gouzout a ra ez eo me a furch kaloun ann den hag he ziou groazel ; gouzout a ra ive ne varnann ket ann dud dioc’h ho gwelet na dioc’h ann diaveaz anezho. Aliez e kavann-me abek er pez a gred ann dud a zo da veza meulet.

5. — Ann ene mad. — Aotrou, va Doue, barner leal ha gwirion, kre ha tragarezuz, c’houi a oar peger sempl eo