Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/398

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
386
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

holl zent enn-dro d’in. Red eo bet d’ezho stourm kalet war ann douar. Breman emint el levenez hag enn dizoan ; breman emint, hep neb aoun, er peoc’h, ha bez’ e vezint da viken gan-en e rouantelez va Zad.


EVIT HOR C’HELENN.


Pa gav d’e-omp ez eo pounner beac’h ar vuez-man, pa vezomp o vont d’en em rei d’ann doan, o veza ma ’z omp divroidi war ann douar, savomp neuze non daoulagad da welel o c’houlaoui ann deiz ma’z aimp er-meaz a boan. Hag evit gwir, ar c’horf marvel-man a ia bemdez war fallaat ; hogen ann ene distag dioc’h traou ar bed a zeu bemdez da nevezi. Gortozomp eunn nebeut amzer, gouzanvomp hep klemm : tostaat a ra deiz ar peoc’h. Poaniou bihan ar vuez verr-man a ra d’e-omp sevel dreist kemm, hag a ro d’e-omp eur c’hloar vraz-meurbed a bado keit ha Doue. Pe vern d’e-omp-ni ar poaniou berr hag al labouriou dister euz ar vuez-man ? Tremen a reomp ; dre-ze n’hon euz war ann douar bro e-bed da choum ebarz. Jezuz a zo eat enn hon raok evit sevel d’e-omp eunn ti da choum e kear he dad, ha goude e teuio adarre hag e kaso ac’hanomp gant-han,