Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/401

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
389
III LEVR. — XLVIII KENTEL.

man a zo berr, n’int nemet anken, poan hag enkrez. Hed he vuez, ann den a zo saotret gant eur spount a bec’hejou, dalc‘het gant eur maread a dechou fall, nec’het gant aoun rak kalz a draou, ha karget a zoaniou. Distroet eo he spered gant he c’hoant da anaout pep tra, dallet eo gant kalz a faltaziou hag a fals-kredennou ; plega a ra dindan he veac’h-labour, gwastet eo gant he zrouk-ioulou, dinerzet eo gant ar plijaduresiou hag enkrezet gant ann dienez.

3. — Pegouls e paouezo ann holl boaniou-ze ? Pegouls e vezinn-me dibreder e kenver sujedigez ann techou fall ? Peur e teuio ann amzer, o va Doue, n’am bezo ken sonj nemet enn-hoc’h hep-ken ? Peur ec’h hellinn-me en em laouenaat enn-hoc’h a greiz va c’haloun ? Peur e vezinn-me dishual-kaer ? Peur em bezo-me ar gwir frankiz a galoun ? Peur e vezinn-me er-meaz a bep poan-spered hag a bep poan-gorf ?

Peur e teuio ar gwir beoc’h, ar peoc’h ne zisteraio biken ? Pegouls em bezo-me em diabarz hag em diaveaz eur peoc’h

stard a bep tu ? O va Jezuz c’houek ha

11***